Hiziv an deiz e vez klevet dreist holl, e bed ar sonadegoù piano, ur "rizh" piano a-vremañ, ur son ispisial hag a vez anavezet mat ganeomp, ha ne zoug ket enor koulskoude da liesseurted ar skolioù oberiañ pianoioù a veze kavet en Europa betek deroù an 20vet kantved. Se zo kaoz e ro tro ar ratreañ pianoioù ar mare romantel ha goude-romantel (1820-1890) koulz hag ar fardañ pe ar ratreañ Piano-Forte (1780-1820) da glevout ar sonerezh piano en ur mod dibar. E-giz-se e vez kinniget d'an holl en em voazañ da meur a stumm ha da gizidigezioù disheñvel er c'honsertoù.

Perak 'ta chom gant ar piano, avat ? Pinvidigezh ha liesseurted ar sonioù hag an doareoù a zo kavet e pep lec'h a-hed istor an touchennaouegoù abaoe ar 15vet kantved en Europa : ar spinetezioù, ar virjinalioù, ar c'hlavisimoù, an ograou positivel pe c'hoazh ar c'hlavikerdinellioù a oa lodennoù eus buhez pemdez an aozerien hag an aozerezed etre ar 16vet hag an 18vet kantved.

Er bloavezhioù diwezhañ, dre c'hras deur ar sonerien ouzh ar binvioù kozh-mañ ha dre c'hras ar studiadennoù benvegouriel ha labour an artizaned a sav binvioù gant touchennaouegoù, e welomp muioc'h-mui a zegouezhioù da ledanaat dremmwel ar sonerezh evit an touchennaouegoù, war al leurennoù. Etrezek muioc'h a wiriegezh eus ar binvioù kozh hag endon son disheñvel eus ar pianoioù a-vremañ graet evit ar salioù sonadeg bras.

Evit embann kentañ "Touchennaouegoù er Menezioù" eo bet aozet ar programm tro-dro d'an touchennaouegoù ha d'ar c'han. Choazet hon eus bodañ un eilskouer eus ur c'hlavikerdinell eus 1789, ur piano romantel ERARD eus 1841, un ograou pozitivel italian, ur piano a-vremañ ha traoù all c'hoazh…

Liesseurted an touchennaouegoù kinniget a roio tro d'ar sonerien da reiñ da glevout d'ar selaouerien kemmadurioù son ha stil a zo c'hoarvezet en un neubeud kantvedoù. Sonerezh varok, romantel, koulz ha sonerezh a-vremañ ha sonerezh boblek o veskañ jazz ha sonerezh Breizh a vo klevet… Binvioù kozh a vo mesket ivez gant binvioù a-vremañ evit ur meskaj sonioù dic'hortoz.

E-touesk an sonerien hon do tro da glevet Marcia HADJIMARKOS ouzh ar c'hlavikerdinnell o seniñ tonioù gant Joseph HAYDN. Ur resital piano ha mouezh gant Eugénie LEFEBVRE ha Caroline ARNAUD. Ur sonadeg gant ar strollad ARS'YS, koñsertoioù Robert SCHUMANN gant daou biano, un arvest Ragtime piano gwir / piano darvanel gant Andoni AGUIRRE…

Gwriziet e gweledva Menez Are ha Sant-Riwal eo ar festival. C'hoant hon eus da gemer perzh e buhez pinvidik ar barrez, gant hec'h ekomirdi hag he skol divyezheg. Gwelet e vez ar binvioù kinniget evel bezañ ur perzh eus an hengoun "klasel" pe "gouiziek". Un digarez e vo ar festival-mañ da reiñ ur sell disheñvel warne. Dindan an amzer, en iliz pe c'hoazh en ekomirdi e vo ar sonadegoù evit kaout sonioù disheñvel. Ur piano emservij a vo ivez evit ar sonerien o dije c'hoant da seniñ evit an holl.

Posupl e vo ivez, evit ar re o deuz c'hoant da c'houzout muioc'h, mont e darempred gant an hini en deus ratreet lod eus ar binvioù kinniget e-kerzh ar festival ha gant ar sonerien. Pal ar festival eo broudañ ar sonerezh ha reiñ da anavezout binvioù dianav, sonioù dic'hortoz, meskañ hag arnodiñ !

Sébastien BERTHOLOM, songeider ha ratreer pianoioù
Fanny BOURRILLON, pianoourez, renerez arzel an Ensemble COBALT

affiche du
							    festival avec un clavier de piano autour du
							    village

Email réservations

contact@claviersdanslesmonts.fr

Téléphone renseignements

0667776321

Adresse

Bourg de Saint Rivoal
29190
Saint Rivoal, Finistère